Pabu : Kanit ha dañsit bugale !
E-pad miz Meurzh zo bet a bep seurt abadennoù war-dro da yezhoù ha sevenadur Breizh un tamm e pep lec'h er vro ! Gant mizvezh ar brezhoneg zo bet kalz a grogadoù plijadur. Evel oa bet eizhtez zo e Pabu da geñver un devezh badezet « Kanit ha dañsit bugale ! »
350 a vugale divyezhek oa bet beuzet en deiz-se e-barzh sevenadur o bro : ar c'han, an dañsoù hag ivez ar c'hoarioù hengounel... Un darvoud aozet dorn-ha-dorn gant Ti ar Vro ha skolioù Bro-Wengamp, pe vefent publik, prevez pe Diwan. Da zigentañ selaouomp Isabelle Michat, skolaerez en karg eus ar renerezh e skol divyezhek Pabu. Lârout a ra deomp pegen important eo tostaat ar skolidi ouzh kultur Breizh.
!!! Ur fazi zo er reportaj : n'eo ket ar gevredigezh "C'hoarioù Breizh" met "C'hoarioù Nerzh" eo kentoc'h !!!
Ur reportaj gant Tomaz Laken