Keleier ar vro d'ar Yaou 16 a viz Meurzh
Stanket eo bet bro Brest dec'h
Hiziv e vo votet danvez-lezenn adreizh al leveoù er parlamant, da 3e goude mern. Hag an 8vet devezh stourm a-enep raktres adreizh al leveoù e oa dec'h, tost 100 000 a dud a oa bet o vanifestiñ e Breizh ha stanket oa bet kroaz-hent ar Broustic 'ba Landerne gant un tregont bennaket a dud da skouer. 'Vit goût hiroc'h war an obererezh se, selaouomp Herve bet aterset gant Erwan Blanchard.
Cheñch ar mod d'en em vagañ e Bro Douarnenez
Emañ kumuniezh kumunioù Douarnenez o lakaat e plas ur steuñv evit magañ an dud gant boued produet er vro. Goude bezañ studiet boazioù beveziñ tud ar vro hag ar produiñ boued war an tiriad e-pad daou vloavezh zo bet graet 30 kinnig gant ar strollegezh. Gant ar pal « adlec'helaat » ar beveziñ ha mont war-zu un treuzkemm ekologel eus ar produadur boued lec'hel. Katell Chantreau, eil-prezidantez e Douarnenez Kumuniezh en karg deus an treuzkemm ekologel, a gont deomp hiroc'h war ar raktres bras-se. ouzh mikro Metig Jakez-vargas e oa.
Reportajoù Keleier ar vro a c'hellit adkavout amañ.
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Kenderc'hel a ra enebourien kraou-morc'h ramzel Avel-Vor e Landunvez da blediñ dirak ar justiz
- Savet zo bec'h gant Bagad Brieg 'blam da gunujennoù seksist
- Joe Biden en deus aotreet toullañ puñsioù petrol war douaroù ar Stad en Alaska
- Fellout a ra da Elon Musk krouiñ ur gêr nevez e Texas
- Ur stourmerez Polonad evit ar gwir da zifoc'hañ a zo bet kondaonet
- Sonia Haziraj, eus ar Morbihan, a zo war ar renk evit erlec'hiañ Corine Diacre e penn skipailh melldroad Frañs ar plac'hed