Keleier ar vro d'al Lun 6 a viz Meurzh da 8e30
- Ar gevredigezh Arborepom a ra war-dro gwareziñ ar spesadoù gwez-avaloù kozh en Arzhanaou. Ur reportaj gant Yuna Kojean.
- Abadennoù e brezhoneg e leiz a vro e bro an Oriant ar miz-mañ gant ar festival Deizioù. Ur reportaj gant Yuna Kojean.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Krog eo darn eus ar vlenierien kirri-samm da ober harz-labour dec'h da noz
- Un tri-ugent a zivroidi bennak a oa bet dilojet dimeurzh tremenet e Roazhon eus ur sal sport
- Un amerikan.ez diwar 100 a rank kuitaat e di 'blam d'ar gwallreuzioù naturel
- Fellout a ra d'ul dilennad Texan strishaat c'hoazh ar gwir da zifoc'hañ
- 20 000 morskoul a zo marvet er Jentilez en hañv tremenet
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas
Adkavit reportajoù Keleier ar vro AMAÑ