Ezhomm 'zo tiez evit filman e Breizh
Bewech 'mañ choazet ur lec'h gant ur realisatour evit filmañ ul lodenn deus e film e tigas pinvidigezh d'al lec'h dibabet. Ha brud bras ! Setu perak 'neus krouet ar rannvro Breizh ur burev evit sikour ar realisatourien hag ar broduierien filmoù da zont e Breizh. Renabliñ a reont al lec'hioù naturel a c'hellfe bezañ interesant evit ur film met ivez an holl savadurioù. En o zouez an tiez.
Muioc'h a displegadennoù gant Catherine Delalande, e karg eus "Filmoù e Breizh" evit ar rannvro.
Ur pennad koaz gant Anne Gouerou