en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar gwener 3 a viz Meurzh da 8e30

Keleier ar vro d'ar gwener 3 a viz Meurzh da 8e30

- Gallout a rafe an SNU dre ret, Service National Universel, bezañ arnodet ‘ba Penn ar Bed adalek 2024. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

- Ar bloaz-mañ eo adlañset ar C'han ar Bobl e terouer Kerne Izel gant Ti ar Vro Kemper ha Kuzul Skoazell Diwan Bro Gemper. Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Nullet eo bet ar raktres rod-avel war Enez Eusa gant lez-varn melestradurel Naoned

- Ur gwallzarvoud tren spontus a oa bet e Bro C'hres dimeurzh

- An troc'h tredan a zo bet e hanter bro Arc'hantina

- Nac'hañ a ra departamantoù ar Var hag an Ardèche reiñ aotreoù sevel tiez 'blam d'ar sec'hor

- Daou stourmer a-enep raktres ar basinoù ramzel a zo bet kondaonet dec'h

- An aktourez yaouank eus Bro Euskadi, Sofia Otero, 9 bloaz anezhi, he deus resevet priz an Arz Ac'hant er Berlinade

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

 

Adkavit reportajoù Keleier ar vro AMAÑ

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio