en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Aozet 'vo miz ar yezhoù e Bro Pondi ar blez-mañ

Aozet 'vo miz ar yezhoù e Bro Pondi ar blez-mañ

A-benn nebeut vo lidet miziad ar yezhoù  ! A-hed miz Meurzh betek miz Imbril vo dalc’het darvoudoù disheñwel e Breizh a-bezh… Arvestoù, sonadegoù, prezegennoù, pe stajoù ha festoù-noz èl rezon. E-pad ur miziad vo ur bochad abadennoù a bep seurt ! Alies vez bodet an darvoudoù gant kevredigezhioù ag ar vro, èl an tier vro. Setu pezh a c’hinnig Ti ar vro Bro Pondi, nevez staliet.

Deomp d'ober ur sell àr pezh vo dalc’het er vro… E galleg, e brezhoneg pe e gallaoueg vo savet abadennoù evit an holl.

 

Komañs a ray miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg d’an 2 a viz Meurzh e Bro Pondi, betek an daou a viz Imbril. Muioc’h a ditouroù àr an darvoudoù àr pajenn facebook Ti ar vro Bro Pondi.

Kit da welet lec’hiennoù pe pajennoù ho tier vro, pe emglevioù bro, da c’houiet peseurt abadennoù vo kinniget en ho tachenn !

 

 Mannaig Le Dortz, kenurzhiez Ti ar vro Bro Pondi doc'h mikro Yuna Kojan. 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio