Treuzkas ur yezh, ur sujed bredel, sokial ha politikel diskouezhet dre daou film en Oriant
Treuzkas ar yezhoù zo ur sujed politikel, sokial… Met ivez ur sujed bredel. Setu pezh zo diskouezhet gant daou film ‘vo skignet en Oriant e miz Meurzh. Aozet eo gant ar c’hevredigezhioù « J’ai vu un documentaire » ha « Le Cercle Freudien ». Ar film kentañ skignet vo « Ar gomz drouglazhet/ La parole assasinée », savet gant Alyson Cléret. An eil zo anvet « O seizh Posubl/Tout leur possible », gant Soazig Danielou. Ar film kentañ a laka war wel sujed ar re gozh n’o deus ket treuzkaset o yezh, ar brezhoneg... An eil-film a diskouezh tud yaouank oa disavet e brezhoneg. En daou film eo displeget an darempredoù gant ar yezh hervez ar rummadoù… Hag an dalc’hoù bredel liammet get implij ur yezh.
Jean-Yves Broudig, sokiologour, psychanalist, zo ezel ar gevredigezh « Le cercle Freudien ». Kontañ a ra deomp muioc’h war tachenn an darempredoù gant ar yezhoù… Emañ gant Yuna Kojan.
Foto: dielloù Festval ar filmoù Douarnenez.