Muioc’h muiañ a dud a sav enep divizoù an Deskadurezh Stad da serriñ klasoù e Breizh
Divizet eo bet distrujañ 60 a blasoù kelennerien e Breizh evit an distro-skol 2023. E Montroulez da skouer oa daou gant den o deus manifestet enep serradur a bostoù. Lakaet vehe en arvar an hentad divyezheg du-hont. Savet vo 7 post ouzhpenn e Il ha Gwilen… Met 22 post vo serret e Aodoù an Arvor, 35 e Penn ar Bed, ha 10 e Mor-Bihan. Tapet eo ar skol Jules-Ferry e Pondi, ivez, gant diviz ar stad, Yuna Kojan.