4000 tregeriad war straedoù Gwengamp evit difenn an Ospital
Kreizenn ospital Pabu, chouk da Wengamp, a c'hallfe bezañ serret he zi-gwilioudiñ hag he servij surjianerezh noz-deiz. Bolontez fall zo gant ar renerezh, eme darn, pa vez kistion da duta. Ha c'hoant he deus Ajañs Rannvro ar Yec'hed da adframmañ ar GHT, strollad ospitalioù ar vro, diwar-goust yec'hed tud ar vro hervez difennerien an ospital... Annie Bras-Denis, maerez Plouared oa e-mesk an dud a oa deuet disadorn da zifenn ur servij publik klok evit ar vro a-bezh...
Un atersadenn gant Tomaz Laken