en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel em fenn: Lun 6 a viz C'hwevrer

Avel em fenn: Lun 6 a viz C'hwevrer

Da glevout en abadenn-mañ :

 

Adreizh ar leveoù kaset get gouarnamant Elisabeth Borne a zo erruet ar sizhun paset en breujoù, ha Dilun en tabutoù foran. Dimeurzh eo an 3vet deiz stourm da-heul galv ar sindikadoù, an harz-labour hag ar vanifestadegoù paset a zo bet heuliet gant un niver bras a dud. Votet get ar studierien·ezed stankadenn mar a Skol-Veur er vro, en o mesk Roazhon 2 ha Segalen e Brest. Distroet omp àr an adreizh get un nebeut tud pedet:

- Guillaume Auffret, dilennet e ti-kêr Gwened, hag a-houde un nebeut deizioù e penn ar strollad Renaissance e Mor Bihan

- Tifenn Siret, ag Unvaniezh Demokratel Breizh

- Anne Koadig, ezelez e Sud hag arbenniget àr an neventioù feminist

- Natacha Ar Gall, skoladerez er prevez

 

Kronikenn yec'hed: brec'h ar marmous n'eus graet trouz ar blez paset, muioc'h da glevout àr ar c'hleñved e kompagnunezh ar medisin-bet Alan Goulwen.

 

En abadenn-mañ e oa bet lakaet ar gaoz àr he bugaleaj get Paulette Budès a zo ur plac'h 90 vloaz deus Mael Karaez. Evit e staj e RKB eo bet Yann Boishardy o atersiñ 'nezhi war he buhez e Kreiz Breizh. Setu amañ lodenn gentañ Pennad Kaoz gete, kaset get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).

 

Adkav a rahet ivez eil lodenn ar gronikenn Dastum war Louiz Kroizer, ur ganerez a Leskoued Gwareg. Enrollet e oa bet get Dominig Jouve. Setu eñ o kontañ an istor-mañ hag o kontañ penaos eo ganet un ton plinn anvezet mat gant an dud hiriv.

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio