Manifestadeg e Gwengamp disadorn evit ar retredoù hag an ospital !
Un tamm luziadenn zo bet evit an deizioù war sujed ar vanifestadeg bet lakaet disadorn e Gwengamp da zifenn an ospital ! E-kreiz miz Genver e oa bet galvet gant dilennidi tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull d'ur vodadeg d'ar sadorn 11 a viz C'hwevrer e-tal ti-kêr Gwengamp. Met ar sizhun dremenet e oa bet lakaet disadorn kentañ da bevarvet devezh-stourm a-enep mennad ar gouarnamant da adkempenn sistem ar retredoù. Manifestadeg zo da vezañ disadorn neuze, e Gwengamp evel e lec'h all ! Setu eo bet gwelloc'h gant tud GPA kas o bodadeg d'ar sadorn 11 a viz Meurzh. Met ba soñj ar sindikadoù hag ar c'henurzhierezh Yec'hed n'eus abeg ebet da zaleañ an devezh-stourm da zerc'hen da ospital publik ar vro. Manifestiñ evit ar retredoù hag evit an ospital a vo graet e Gwengamp disadorn neuze. Displegadennoù gant Yann-Fañch Durand, a zo ba bodad difenn an ospital.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken