ElektroNoz e Ploneiz
Da-geñver Sizhunvezh ar brezhoneg 'oa bet aozet ur mell devezh gouel e Ploneiz disadorn gant kevredigezhioù ar vro, kement ha lakaat bevañ ar brezhoneg e korn-bro Gemper. Atalieroù a-bep-seurt a oa kinniget evit ar re vras hag ar re vihan, a-hed an deiz e oa abadennoù war-eeun gant skipailh Radio Kerne, ha da noz ez eus bet kaset un nozvezh elekro-noz, ur meskaj dic'hortoz etre DJeed ha kanerien hengounel.
Tony Foricher en eus hentet an dud 'toug an deiz e Ploneiz, roet en eus e soñj da Gatell Uguen.