Reform ar leveoù : gwasoc'h evit ar maouezed
Ur suhun 'zo oe disklêriet get ar ministr Franck Riester vo kastizet un tamm ar maouezed get ar reform-se. Ar frazenn-se neus groet trouz er mediaoù.
Goulennet o deus Yuna Kojan hag Enora Molac, a Radio Bro Gwened, soñjoù maouezed ‘zo àr ar reform. Tapet 'vo ar maouezed get cheñchamant sistem ar leveoù peogwir e vo kemeret e kont an ehanoù labour re nebeut. An ehanoù evit ar vugale da skouer vez kemeret dreist-holl gant ar maouezed.
Direizh eo ar reform evit abegoù arall ivez evit maouezed’zo… N’eo ket kemeret e kont an doareoù labour diaes da skouer, hervez Anne Koadig, ezelez sindikad Solidaire Aodoù an Arvor.
Aterset eo bet Anne Koadig, Tifenn Siret, Marine ha Gwenn.