Keleier ar vro d'ar 27 a viz Genver
53 ranndi gant ur standing uhel e plas ul lec'h foran er Vilin wenn
Ur raktres sevel ur savadur gant lojeiz zo 'bar Vilin Wenn. War al lec'h anvet La Cantine, e-tal ar mor, 'tlefe bout savet 53 ranndi ha stalioù konvers. Muioc'h 'vit 3600 a dud 'neunt sinet un destenn 'vit goulenn ma 'vo nullet ar raktres daoust m'eo loc'het al labourioù da gempenn an dachenn. Jakez-Erwan Mouton zo 'bar stourm abaoe ar penn kentañ. Kontañ 'ra deomp perak zo tud zo savet a enep ar raktres. Emañ gant Erwan Blanchard. Da selaou amañ
Kontañ evned al liorzhoù evit stadañ o foblañs!
Abaoe 20 vloazh ec'h aoz Breizh Vev, asambles gant an LPO hag ar gevredigezh Geoca, niveradeg laboused al liorzhoù, dibenn-sizhun diwezhañ miz Genver. Pep hini a c'hello kemer perzh ha kontañ al laboused e-pad un eurvezh an dibenn-sizhun mañ neuze. Sikour a ra an niveradeg da c'houzout peseurt spesadoù a vez niverusoc'h o foblañs d'ur bloaz d'egile ha peseurt re az a war zigresk. Miliadoù a dud a gemer perzh bep bloaz hervekont. Selaoump Jean-Noel Ballot, ornotilogour hag ezel deus Breizh Vev. Emañ gant Metig Jakez-Vargas. Da selaou amañ
Ha da selaou er c'heleier:
- Brezel en Ukrena
- Palestinianed lazhet e Jenine gant Tsahal
- 7 000 enkemmad a-enep adreizhañ sistem al leveoù