Keleier ar vro d'al Lun 23 a viz Genver 2023
Pevar ugent bloaz ‘zo oa bet distrujet kêr gant bombezennoù, e-pad an eil brezel bed.
An « deiz-ha-bloaz » se oa un digarez da zizoloiñ goudor ar Blasenn Alsace-Loraine e-pad an dibenn sizhun. Ar goudor dindan an douar en doa gwarezet annezidi hag annezadezed ar gêr ha soudarded Bro Alamagn e-pad ar bombezadegoù. Ul lec’h strategel porzh an Oriant evit Bro Alamagn, evel Brest pe Sant-Nazer. Savet oa bet bunkerioù bras evit al listri-spluj. Ar savadurioù-se zo chomet war-sav goude bombezadegoù arme Bro Saoz ha Stadoù Unanet…Met n’eo ket memes mod evit tiez an Oriant…muioc'h a ditouroù AMAÑ.
Dazont ar sevenadur e bro an Oriant
Peseurt dazont a vo evit ar sevenadur hag an arzourien e bro an Oriant? War ar sujed bras-se emañ bodad sevenadurel kuzul diorren Bro an Oriant o labourat. Unan eus ar sujedoù a-bouez eo an diouer a lec’hioù evit an arzourien hag arzourezed. Selaomp Nicolas Syz, ezel ar c’homision sevenadurel. Un atersadenn gant Yuna Kojan...ur sujed da selaou AMAÑ.
Da glevout ivez er c'heleier :
- Hiziv e vo kinniget testenn reform al leveoù d'ar vinistred
- Un embregerezh bras deus Texas a fell dezhi digeriñ mengleuzioù litium e Frañs
- Dleout a rafe Arc'hantina ha Brazil krouiñ ur voneiz boutin nevez
- Anvet zo bet ur c'hentañ ministr nevez e Zeland-Nevez
- 250 den o doa manifestet disadorn evit digeriñ ul linenn tren etre Rosko ha Montoulez
- Digoret e vo ul linenn tren nevez gant ar Brittany Ferries
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas