Ur wagennad manifesterien 'ba Breizh a-enep adreizhañ sistem al leveoù
Daou vilion a dud, hervez ar CGT, a oa war ar straedoù dec'h evit manifestiñ a-enep ar aktres adreizhañ sistem al leveoù. Hervez minister an diabarzh eo 1 million ha daou c'hant mil a vanifesterien 'noant dibunet... Gant ul lugan : direizh eo an adreizhañ kinniget gant Emmanuel Macron ha gouarnamant Republik Bro-C'hall... Ha dreistholl an daou graf pennañ : an oad a 64 bloaz evit gellout mont e leve ha bout rediet skodenniñ e-pad 43 bloaz 'vit kaout ur yalc'had leun... Kinniget eo ar raktres gant ar gouarnamant evit, hervez kont, saveteiñ sistem al leveoù dre rannañ. Digempouezhet e vefe kontoù kef al leveoù a-benn ar bloavezhioù da dont.
Kement a dud a oa o vanifestiñ a-drugarez d'an emglev a zo savet etre ar sindikadoù pennañ a zo 'ba Frañs. Lakaet 'neunt da bal lakaat gouarnamant Elizabeth Borne da blegañ ha da dilezel ar raktres... Lakaat bec'h war al labourerien pe c'hoazh ar re yaouank... Dec'h e oa war dro 15 000 a dud o vanifestiñ 'ba Brest, d'an nebeutañ...Evito eo ret dilezel ar raktres adreizhan peogwir eo direizh...
15 000 a dud o vanifestiñ 'ba Brest, 13 000 'ba Kemper, 15 000 'ba Sant-Brieg, 10 000 'ban Oriant, 7 000 'ba Lannuon, 25 000 'ba Roazhon, 10 000 'ba Sant-Nazer ha war dro 50 000 manifester 'ban Naoned... Hervez sontadegoù graet Elabe ar sizhun mañ eo 66% eus ar C'hallaoued 'zo a enep adreizhann sistem al leveoù. Lakaet 'zo emgav d 'an 31 a viz Genver gant ar sindikadoù. Aozet 'vo an devezh stourm all a enep raktres adreizhañ sistem al leveoù.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard