en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Yezh Voutin e kornad an Oriant.

Yezh Voutin e kornad an Oriant.

Bodiñ ar vugale tro dro d'ar yezh. Daet eo ar soñj-mañ ba pennoù tud ar vugale zo skoliataet ba hentenn diwyezhek skol Sant Jili en Henbont get Dihun. Kalon o deus lakaet a-c'houde miz gwenoloñ evit sevel an darvoud anvet « Yezh Voutin », hag o deus digoret da skolioù arall e bro an Oriant. Kemeret o deus tem ar strollad « les ours du scorff », evit kinnig meur a dra : un diskwezadeg get Bernard Collet neus labouret àr skeudennoù pladennoù ar strollad, atalieroù get Lors Jouin ha Soig Sibéril er c'hlasoù, arvestoù sonerezh, ha c'hoazh. Klevet e vo Morwen Lenormand oa dec'h e kas ar stal kontadennoù e Pont-Skorv hag Sandrine Calvez ha Michelle Jonquemat, skolaerezed e skol Sant Jili an henbont é tispleg ho labour a-ziàr an arzoù plastek. Emaint doc'h mikro get Yaelle ar Mouel. 'benn ar sadorn 30 a viz meurzh e vo gwelet ar klevet ar vugale-mañ é soniñ àr un dro get Les Ours du Scorff, e Ploue.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio