Keleier 8e30 beure d'an 11/01/2023 kinniget gant Erwan Blanchard
En abadenn geleier eo bet lakaet ar gaoz war:
- Adreizh al leve: lakaet eo an oad a 64 bloaz evit gellout mont war e leve!
- Soledar ur gêr 'ban Donbass a zo bet gounezet gant Russiz
- Tomm eo da Noel Graet, ha rediet e vo dilezel e blas a brezidant FFF?
- "Lenn a-stroll": ul lec'h evit komz diwar-benn levrioù 'ba Roazhon:
Bep lun kentañ ar miz e vez dalc'get an abadenn lenn a-stroll e ti-skol an Emsav e Roazhon. Dibabet e vez ul levr e brezhoneg neuze. An dud da gaozeal diwar-benn al levr-se. Gant Annaïg Kervella eo aozet an abadenn-mañ. Dont a ra deus bro-Dreger da Roazhon evit kaozeal gant brezhonegerien ar vro. Komzet e vez eus levrioù skrivet e brezhoneg pe troet e brezhoneg. Pal an abadenn a zo kaozeal diwar-benn hol lennegezh pe al lennegezh etrevroadel. Dilun, neuze, e oa dalc'het an abadenn-se. Dibabet eo bet gant ar strollad studiañ an oberenn "Pirc’hirin ar menez" gant Gunnar Gunnarsson. E daneg eo bet skrivet ar romant ha troet diwar ar galleg gant Pierrette Kermoal . Embannet eo gant ti-embann Aber. Un digarez e oa da zizoleiñ ar skrivagner hag al lennegezh islandek. Selaouomp Annaïg Kervella a zo ba skipailh Lenn a-stroll. Emañ gant Anton Burel.