Skoazelloù evit ar stalioù bara
Skoazelloù a vo lakaet e plas gant ar Stad a-benn sikour 33 000 baraerez ha baraer Frañs da dalañ ouzh kresk priz an energiezhioù ; ha dreist-holl hini an tredan. Etre div ha pemp gwech keroc'h e c'hallfe bezañ ar fakturennoù tredan evite ar bloaz-mañ. Philippe Gwegen a zo perc'hen ar stal-bara « Pains et Kouigns » e Kemper. 18 den a labour eno. Rakjedet en deus e vudjed gant kresk priz an tredan, hag etre 10% hag 20% deus eus koust an tredan a c'hellfe bezañ paeet gant ar skoazelloù.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jarkez Vargas