Ur vanifestadeg a oa e Sant-Brieg disadorn, hag e meur a c'hêr all e Frañs, evit souten ar bobl kurd ha goulenn ar wirionez hag ar justiz evit an teir stourmerez kurd ezel eus ar PKK a oa bet drouklazhet e Pariz e 2013 : Sakine Cansiz, Fidan Dogan, ha Leyla Saylemez. Marvet e oa o muntrer en toull-bac'h, a-raok e brosez.
Justiz a oa goulennet ivez evit an tri c'hurd marvet el lazhadeg diwezhañ a oa bet e Pariz nevez 'zo, e fin miz Kerdu 2022 : Abdurrahman Kizil, Mir Perwer hag Emine Kara a oa e penn luskad ar plac'hed kurd e Frañs.
Yves Gwilhou, ezel deus an UDB Sant-Brieg a oa er vanifestadeg, asambles gant ur 150 den bennag, daoust d'ar glaou ha d'an avel.
Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas