Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Genver
Reform al leveoù
N'eo ket deuet a-benn Elizabeth Borne da gendrec'hiñ ar sindikadoù d'ober un degemer mat da raktres adreizh al leve. 'Neus hini ebet anezho 'zo savet a-du gant kraf pouezhusañ ar reform : bezañ rediet da c'hortoz an oad a 65 bloaz evit gellout mont war e leve. 80% eus ar Frañsizien, hervez ur sontadeg gant an IFOP, a zo enebet krenn ouzh ar fed da vont war o leve adalek an oad a 65 bloaz… Ur soñj 'zo rannet ivez gant ar CFDT 'vel 'pezh 'neus displeget Andre Gars, ezel eus ar sindikad, da Erwan Blanchard...ur pennad-kaoz da selaou AMAÑ.
Da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Bec'h a zo er Stadoù-Unanet etre ar republikaned evit dilenn speaker kambr ar gannaded
- Obidoù ar pab Benead XVI a vo lidet ar mintin-mañ e Roma
- Divontet e vo bag ar Bugaled Breizh e Brest ar bloaz mañ
- Livet eo bet dorioù Matignon gant stourmerien evit an endro
- Kirri-nij evit ar vedisined etre Dijon ha Nevers
- Sinadeg Breizh Unvan
- Tennerien Senegal a c'hello kaout al leve minimum en o broioù orin