Keleier ar vro d'ar merc'her 4 a viz Genver 2023
An Callin Cuilh (The quiet Girl e saozneg) vo kinniget 'ba kenstrivadeg cinema amerikan "Oscar" e miz Meurzh 2023… Dibabet eo bet 'ba rann filmoù etrebroadel. Pezh zo heverk gant "An Callin Cuilh" eo eo bet c'hoariet ha sevenet en iwerzhoneg penn da benn… Setu un tamm sell gantañ war ar film iwerzhonad gant Tudi Kreker… AMAÑ
Un atersadenn gant Erwan Blanchard
Dour-beuz a oa bet e meur a lec'h er vro disadorn da noz, nozvezh Kalanna. E Kemperle e oa kresket live ar stêr Laïta betek 4m20. Distrujet eo bet ar bitum war kae Surcouf e kêr gant nerzh an dour. Régine Gwilhamot a zo o chom war ar c'hae dirak ar stêr Laïta. AMAÑ
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier
- Homaj e koun Benead XVI bet pap etre 2005 ha 2013
- Harz-tennañ e Kolombia : war hent ar peoc'h emañ Kolombia ?
- Linenn Breizhgo nevez etre Plelann-veur ha Redon
- Planter Palioù gwelañ skipailh melldroad Roazhon zo bet gloazet
- Trec'het eo bet ar REC - Skipailh Volleyball Roazhon - a-enep Saint Jean Dillac
Keleier kinniget deoc'h gant Anton Burel