Keleier ar vro d'ar meurzh 3 a viz Genver 2023
Soubañ er mor hañv-goañv
Jo Duigou a gustum nangellat muiañ ma c'hall koulz en hañv evel er goañv. Un dra gwall vat evit ar yec'hed hervez kont. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard da selaou AMAÑ.
Ar gevredigezh Vents Contr'airs a-enep tourioù-avel VSB war menez Hogene
Teir rod-avel a c'hallfe difoupañ war ar menez. Ur gevredigezh oa bet savet e 2022 da stourm a-enep ar raktres-se. Hiroc'h gant Max Maou ha Céline Poeñs a zo o chom war menez Hogene. Pennad-kaoz gant Tomaz Laken da selaou AMAÑ.
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Sinet gant prefed ar Morbihan an aotre da sevel div rod-dour er pleg-mor
- 100 000 a yer distrujet e Kanuhel abalamour da grip an evned
- Maer Kemperle a c'houlenn ar "stad a walleur naturel" evit e gumun
- Droukkontant eo Lutte Ouvrière gant ar yalc'hadoù publik roet da Stellantis
- Bec'h diwar an anv-bihan Artús en Okitania
- Mathieu Rigouste dirak al lez-varn e Tolosa diriaou
- Ar stourmerien a-enep ar megabasinoù e-tal ar justis diriaou ha digwener