en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Vents Contr'airs a-enep ar raktres tourioù-avel war menez Hogene

Vents Contr'airs a-enep ar raktres tourioù-avel war menez Hogene

Re stank eo an tourioù-avel e traoñ an hent-bras RN 12. Sell aze soñj an hanter-kant bennaket a dud a oa en em vodet dirak antre sal ar Forjoù e Boulvriag e fin miz Kerdu, war digarez kuzul tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull. En o-mesk e oa tud deus Louergad bet savet gante ur strollad hag ur gevredigezh goude-se e miz Eost 2022. Emaint a-enep an embregerezh VSB a zo ba e soñj sevel teir rod-avel war menez Hogene, un dosenn ken kaer evel hec'h amezeg ar menez Bre. Bet oa Tomaz Laken o kontañ kaoz gant tud ar gevredigezh Vents Contr'airs. Céline zo o chom war menez Hogene abaoe 2008 ha Max a zo bet o terc'hen ur feurm-gezeg ar menez e-pad tregont vloaz.

 

Dont a ray Sioux Berger da Louergad da ginnig he bandenn-dreset Le Prix du vent d'an 3 a viz C'hwevrer. Sañset eo ar prefed da reiñ e aviz war raktres VSB war menez Hogene e fin miz C'hwevrer.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio