Keleier 8e30 d'an 2 a viz Genver
An RSA mod nevez lakaet e pleustr evel taol-arnod e Isle-ha-Gwilen!
Un taol-arnod war stumm nevez ar RSA vo kaset 'ba Bro C’hall … An RSA zo ur skoazell arc’hant roet d’an dud 'neunt kollet o gwirioù Pol Implij.
Fell a ra d’ar gaournamant kinnig modoù nevez gant ar RSA. Ur prantad-arnod zo lañset, neuze, e deparatamentoù ’zo. En o zouez emañ Isle ha Gwilen.
Gant Olwen Denez, kuzulier departamant, ouzh mikro Yuna Kojan. Da selaou amañ
Deuinow predoù gouel da gas d'ar gêr!
E fin ar bloaz e vez stank an dud hag a brofita deus un nebeud deizioù vakañs. Met kalz gopridi a vez o labourat da geñver ehanoù an Nedeleg. E Rostrenn emañ Meggy ha Guillaume o terc'hen ar Bistrot Qui Coz. Ha desidet neuint fardañ boued d'an dud da gas gante d'ar gêr da Nedeleg ha da zeiz diwezhañ ar bloaz. Kuit da giañ deuzh al labour e-pad an novezhioù kaer-se. Sell aze ur skeudenn deus un temz-spered nevez o tont ba bed ar tier-debriñ. Deomp da heul Tomaz Laken da glevout ar peurrest eus ar gaoz...
Gant Iwan, o labourat gant ar Bistro qui koz, emañ Tomaz Laken... Da selaou amañ