Keleier 8e30 beure d'ar 27 a viz Kerdu
Un tamm sell war gil war ar bloavezh 2022: ar cheñchamant hin
« Look up », setu ar galv a voe kaset gant miliadoù a fransizen e kreiz miz Meurzh. « Sellit eeun deus ar c'hudennoù endro ! » o doa embannet... Kazi 150 bodadeg a zo bet un tammig e pep lec'h e bro C'hall, da zesachiñ evezh ar bolitikerien ha politikourezed war dommadur an hin. Hervezho e tlefe ar c'hlima bezañ sujed pennañ an dilennadegoù prezidant da zont. Mez mouget eo gant sujedoù all evel hini brezel an Ukren.
« Look up » ar ger stur neuze, diwar anv ar film er Stadoù-Unanet deuet maez nevez 'zo : « Don't look up ». Evel Leonardo Dicaprio ha Jennifer Lawrence er film, eo spontet ar vanifesterien ha manifesterezed pa ne faot ket da bennoù braz ar broioù gwelet pegen grevus eo deuet da vezañ cheñchamant an hin. Div sizhunvezh 'zo padal e oa bet ur wezh c'hoazh skiantourien ar Giec o reiñ d'ar bed da c'houzout pegen drastus e vo efedoù tommadur ar c'hlima evit an denelezh hag ar gouennoù all. Pêr Karval, Martine Gilcher ha Bernez Rest a voe e touezh an dud bet o vanifestiñ disadorn e Kemper. Ur reportaj gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean.
Ha da selaou ivez:
- Ukrena
- Korventenn e USA
- Karabakh-Uhel
- Aet eo Yann-Vadezour Lagadeg
-