Keleier ar vro d'an 21 a vie an Azvent - 8e30 beure
Ne vo nemet 2 bost digoret er C'hAPES
Daoust d'e gomzoù brav, n'eo ket Ministr nevez an Deskadurezh Stad o souten kelenn ar brezhoneg, avat !Digresket eo bet an niver a blasoù er genstrivadeg evit an eil derez evit ar bloaz-mañ ! Ha n'eus ket kalz a bostoù boaz padal dija : etre 4 ha 5 plas a vez bep bloaz er genstrivadeg, publik ha prevez mesket. Diouer a gelennerien ha kelennerezed a zo er skolajoù hag el liseoù padal, gouest da gelenn ar brezhoneg pe e brezhoneg.Hag ar bloaz-mañ zo bet lakaet gant ar vinistrelezh ne vo nemet 2 bost digoret er C'hAPES evit ar brezhoneg, hag unan er C'hAFEP, kenstrivadeg ar prevez. Tri en holl neuze. Un diviz diboell kaer, pa ne respont ket d'an ezhommoù tamm ebet, eme Renan Kerbiked, kenurzhier ar gevredigezh Kelennomp...
Un atersadenn get Tunvezh Gwlagen-Grandjean da selaou amañ.
- Da glevout en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Gant an Dalibaned ema nac'het ar gwir d'ar maouezed monet da skolieù-meur Bro Afghanistan
- Stourm a ra klañdiourion ha klañdiourezed Rouantelez-Unanet
- Raglezenn an divroiñ kinniget get ar gouarnamant : tud a sav enep ar lezenn-se
Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.