Keleier ar vro d'ar meurzh 20 a viz Kerdu 2022 - 8e30 beure
Ur flach-mob da zifenn ospital Gwengamp
E penn kentañ ar miz e oa bet ur galv deus perzh labourerien.ezed an ospital kar mankout a ra amiegezed da labourat eno hag e c'hallfe an ti-gwilioudiñ bezañ serret e miz Genver a-gaoz da se... Hiroc'h gant Yann-Fañch Durand, kenbrezidant komite difenn ospital publik Gengamp. Ur pennad-kaoz da selaou AMAÑ.
Aet eo Jo Serjan...
Aet oa ar gwall ganer deus Bro-Gwened d'an anaon digwener d'an oad a 86 vloaz. Hiroc'h diwar e benn gant Yuna Kojan da selaou AMAÑ.
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Kondaonet eo bet Harvey Weinstein evit bezañ palforset ha taget ur vaouez
- Diouzh al lezenn eo skarzhañ refujieed etrezek ar Rwanda hervez un diviz gant justis Breizh-Veur
- N'eo ket sufis an emglev skoulmet e-skeud ar C'hop 15 hervez ar c'hevredigezhioù difenn an endro
- 720 euro a c'halloud-prenañ zo bet kollet well-wazh gant ar Frañsizien evit a sell prizioù an energiezh
- Teir c'hevredigezh a-enep bruderezh ar prefed diwar-benn kalite an dour e Penn-ar-Bed
- 90 post a vistri-skol nebeutoc'h a vo en distro-skol hervez Sud Education
Keleier kinniget gant Tomaz Laken