Kuzul Rannvro Breizh : Servij yezhoù Breizh e kefridi « buhez foran »
Kuzul Rannvro Breizh oe dalc’het e Roazhon ar suhun paseet, diriaou ha digwener. Tabutoù zo bet àr heñtoù budjet 2023 ar rannvro... Kudenn pennañ ar strollegezh a zo tommañ al liseoù.
Choazet o deus lakaat argant ouzhpenn ewit adnevezaat ar liseoù. A-houde 2017 emañ ar rannvro o cheñch kaoterioù fioul e kaoterieù ekologel hag e 2023 e vo cheñchet an tri diwezhañ.
Daou ugent milion a euroioù a vo lakaet evit staliañ panelloù heol àr toenn ar liseoù. Tregont dre gant ag aferieù tredan ar liseoù vo produet gete neuze.
Un destenn àr ar steuñv marc'h-houarn e live ar rannvro zo bet savet iwe... Lakaet ‘vo e plas e daou vil piàr àrn ugent.
Mod arall eo bet kinniget ur steuñv bretonezed ha bretoned ar bed gant Kristian Troadeg bez prezidant e karg ag ar yezhoù. Ur budjed bihan, etre hanter kant ha kant mil euro vo roet evit klask liammañ ar vretoned divroed er bed a-bez. Dibabet eo bet gant ar muiañniver lakaat servij yezhoù Breizh e kefridi « buhez foran » asamb get an dudioù ar sevenadur hag an touristelezh. E-roak oe ar yezhoù e-dan kefridi ar stummadur. Ur lizher zo bet kaset get ohpenn 50 kevredigezh d’ar prezidant ewit ma vehe ket cheñchet plas servij yezhoù Breizh.
Nil Caouissin kuzulier rannvro Breizh ag ar strollad Breizh a-gleiz diouzh mikro Anton Burel.