en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ar « steuñv bleizi » lakaet e plas e Penn-ar-Bed

Ar « steuñv bleizi » lakaet e plas e Penn-ar-Bed

Ar c'hentañ « steuñv bleizi » zo bet lakaet e plas er suhun-mañ get prefeti Penn-ar-Bed. Ar « plan loup »-se zo sañset taliñ doc'h an tagadennoù hag a zo arrivet e pevar c'horn an departamant er mizioù paset. E meur a lec'h e Menez Are zo bet taget loened get bleidi abaoe miz Mae.

 

Ha petra zo a-barh ar « steuñv beizi » a vo lakaet e plas ? Hennezh zo ur strategiezh da ziarbenn an tagadennoù ha da ditouriñ an dud war ar bleizi. N'eo ket e bal bout mestr àr ar bleidi na chaseal anehe ker emand ur ouenn gwarezet. Ar pal a vehe deskiñ beviñ gete... Sañset eo ar Stad ivez da zigoll ar saverien-loened o deus kollet ul lodenn ag o zropellad a-gaoz d'ur bleiz ivez. Ha yalc'hadoù a vo roet ohpenn get ministrerezh ar labour-douar da breniñ grilhaj ha chas « patou » barrek da ziwall al loened...

 

Bet oe Tomaz Laken é komz get un den intereset-bras get ar bleizi da c'houlenn e soñj getoñ. Gi Yonkour zo bet veterinêr e Bro Gallag. Bet oe e 1993 àe roudoù ar bleizi da heul gwarded park broadel ar Merkantour, e lec'h ma oe bet gwelet ar bleizi kentañ é tistreiñ d'ar Frañs goude ma oant bet lazhet tout get an dud.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio