en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier d'ar 14 a viz Kerdu 7e30, kinniget gant Erwan Blanchard

Keleier d'ar 14 a viz Kerdu 7e30, kinniget gant Erwan Blanchard

Lakaet e vo servij ar brezhoneg dindan beli ar sevenadur e Rannvro Breizh!

Brud 'zo 'ba Rannvro Breizh!

Fell a ra da Guzulerien Rannvro Breizh lakaat yezhoù ar vro er rannad - pe servij- « buhez foran ». Beteg bremañ ema ar yezhoù e-barh servij ar stummadurioù. Gant Lena Louarn e 2010 e oa bet gounezet derc'hel ar brezhoneg 'bar servij se ha 'oa ket 'ba hini ar sevenadur.

Kevredigezhioù ha strolladoù ‘zo n’int ket evit asantiñ diviz nevez ar muiañniver a guzulierien e Rannvro Breizh. Kaset 'zo be, d skouer, ur lizher gant « Rouedad ar brezhoneg », sinet gant kalzig a strolladoù. 
Aon 'neunt an izili eus ar rouedad e-keñver dazont budjet ar yezhoù… Ha dazont politikerezh ar rannvro war ar sujed-se.

Hervez Paul Molac, kuzulier rannvro ar muiañniver, ne cheñcho ket budjet ar yezhoù gant na diviz-se… Un istor a gontoù, kontoù ar rannvro, eo. Hervezañ e chomfe emrenn servij ar yezhoù. Emañ gant Yuna Cojean.

Evit Lena Louarn, bez-prezidantez kuzul rannvro Breizh e karg deus yezhoù Breizh, e c'hallfe an diviz se lakaat diaes ar politikerezh evit ar brezhoneg  hag e oa diouzh mikro Anton Burel.

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio