Ur souezhadenn didalvout pe un dagadenn ouzhpenn a-enep ar brezhoneg ? Setu un tamm an tabut tarzhus a zo a-raok ar session 'vo dalc'het gant ar c’huzul rannvro warc’hoazh ha digwener. Ar gouek kentañ : chomet eo ar c’heloù-mañ sekred betek un nebeut devezhioù zo. An eil gouek a zo … Evit poent 'neunt ket respontet pennoù bras ar muiañ niver en o mesk Kristian Troadeg bez-prezidant rannvro Breizh e karg deus yezhoù Breizh … d’ar goulennoù zo bet savet gant aktourien ar brezhoneg. Petra cheñchfe evit ar brezhoneg ha dazont hor yezh ma vefe lakaet servij ar brezhoneg dindan renerezh « qualité de la vie et rayonnement » ? Selaouomp Lena Louarn bet bez-prezidantez kuzul rannvro Breizh e karg deus yezhoù Breizh hag e oa diouzh mikro Anton Burel.