en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Evit Pol Molac e chomo emren servij ar brezhoneg!

Evit Pol Molac e chomo emren servij ar brezhoneg!

Faot a ra da Guzul Rannvro Breizh lakaat yezhoù ar vro er rannad - pe servij m’ho peus c’hoant- « buhez foran ». Beteg bremañ emañ ar yezhoù e-barzh servij ar stummadur. Gant Lena Louarn e 2010 e oa gounezet mirout ar brezhoneg dindan servij ar stummadur ha nompas lakaat ar yezh dindan hini ar sevenadur.

Kevredigezhioù ha strolladoù ‘zo n’int ket evit asantiñ diviz nevez ar muiañniver e kuzul Breizh. Kaset eo bet ur lizher gant « Rouedad ar brezhoneg », sinet gant strolladoù a bep-seurt.
Aon en deus ar rouedad e-keñver dazont budjet ar yezhoù… Ha dazont politikerezh ar rannvro war ar sujed-se.

Evit peseurt abeg en deus c’hoat sevel ar cheñchamant-se ar c’huzul neuze ?

Hervez Paul Molac, kuzulier rannvro ar muiañniver, ne cheñcho ket budjet ar yezhoù gant na diviz-se… Un istor a gontoù, kontoù ar rannvro, eo. Hervezañ e chomfe emrenn servij ar yezhoù.

Selaomp Paul Molac diouzthu doc’h mikro Yua Kojan

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio