Keleier ar vro d'an 09 a viz an Azvent - 8e30 beure
Ar fornigelloù, un diskoulm enep an enkadenn energetek ?
Magali Klecha he deus digoret ur stal gwerzhañ fornigelloù e Baod, anvet « Nature energiezh ». Ewit ober ekonomiezh neus choazet tud ‘zo implijout fornigelloù gant koet goet pe get greunennoù, pezh zo anvet « pellets » e galleg.
Un atersadenn get Yuna Kojan da selaou amañ.
"Cymbru" : anv nevez skipailh mell-droad broadel Kembre ?
Fell 'ra da renerien kevread Kembre melldroad cheñch anv ofisiel o skipailh broadel… Betegen eo degemeret ar skipailh dindan an anv e saozneg "Wales" gant ar FIFA. Pezh n'a ket d'ar Gembreiz ken. Se 'zo kaoz 'vo goulennet, 'benn 2023, gant ar gevredigezh bedel ar gwir da implijout ar stumm e Kembraeg "Cymbru" ez ofisiel da geñver ar c'hrogadoù etrevroadel.
Aneirin Karadog, barzh, kelenner war ar c'hembraeg 'ba Swansea… ha gourdoner ar skipailh melldroad e c'hoari e verc'h gantañ.
Un atersadenn savet get Erwan Blanchard da selaou amañ.
Da selaou en ouzhpenn er c'heleier :
- Reforn nevez ar leveoù 'vo kinniget ar suhun a za
- Tapet eo savadurioù tredan Bro Ukraina get an arme rusian
- Ur vanifestadeg enep raktres an uzin eoged e Plouizi
Keleier kinniget deoc'h get Yuna Kojan.