Avel em fenn ar Meurzh 29 a viz Kalañ-Gouiañv
Setu un abadenn e brezhoneg penn dor benn e kompagnunezh Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Un abadenn gouestlet da vuhez ar vro!
Tud Morzhol Prod a sav filmoù a feson, etre fent ha skrizder ar vuhez, get stil hag ur sell "estetik" ispisial. Gint 'zo pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh), muioc'h a-ziàr o labour a-hed ar sizhun.
Ha soñj ho peus marse ag ar stourmerion o doa savet ur voger àr hent an trenioù e Sant-Inan, just dirag uzin Sanders e miz Meurzh paset. Un 20 a dud a zo bet klevet e archerdi Pondi Dilun & Dimeurzh 28 ha 29 a viz Kalañ-Gouiañv. Bremañ e vez goulennet ur prosez get strollad Breizh enep ar feurmoù uzin. Atersadennoù Yuna Cojean a zo en abadenn, hag ivez an abadenn Keleier ar vro evit bout doéré ag ar vro.
Hag ar laredoù? Oh, bout 'zo anezo ivez. Yann-Bêr Guyader doc'h mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) evit un droienn. Pikous eo deuet an amzer de vout dam...