Keleier ar vro d'ar yaou 8 a viz Kerdu - 8e30 beure
Fin eo gant Deskiñ d'an Oadourien (DAO)
Divizet o deus izili ar gevredigezh divodañ anezhi. Liammañ ar c'hevredigezhioù hag a ra kentelioù pe stummadurioù brezhoneg, sell aze ar pal a oa d'ar gevredigezh... Pennad-kaoz gant Liza Jakez-Vargas, prezidantez diwezhañ ar gevredigezh. Atersadenn gant Erwan Blanchard da selaou AMAÑ.
Anvioù-lec'h brezhonek e Breizh-Uhel, sell Olier ar Mogn
N'eo ket gwall gontant ar c'henstroll Du Galo en Bertègn e vije lakaet e-leizh a banelloù brezhoneg e Breizh-Uhel hep reiñ plas d'ar galo ivez. Daoust ha bet eo ijinet stummoù brezhonek anvioù parrezioù Breizh-Uhel. Pennad-kaoz gant Olier ar Mogn, rener skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg. Atersadenn gant Anton Burel da selaou AMAÑ.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Daoust hag-eñ ne vefe ket ar raktres uzin eoged e Plouizi war e dalaroù ?
- Start eo war servijoù pediatriezh ar vro en abeg d'ar bronkiolit
- TotalEnergies fas d'ar justis da heul klemm meur a ONG
- Harzet zo danvez sponterien eus an tu-dehoù pellañ gant ar bolis alaman