Avel em fenn - Lun 5 a viz Kerzu
CSSP Lannuon (Collectif de soutien aux sans-papiers) a ra war-dro sikour ar repuidi da sevel o doserioù a-benn kaout paperioù. Prantadoù gortoz hir-kenañ evit poblañsoù o vevañ en dienezh, hag ar CSSP a glask sikour anezhe ivez en ur reiñ un tamm arc'hant. Setu perak e voe soñjet, tri bloaz 'zo dija, gant Philippe Vital eus CSSP Lannuon ha Jean-luc Thomas, sener fleüit a Vro-Dreger, moulañ ur bladenn gant muzisianed ar vro 'benn strollañ arc'hant. Ar bladenn-mañ a deuio er maez e miz genver, Sapiens est un migrant he anv.
Gaby Kerdoncuff 'ra parti deus unan deus an nav strollad bet pedet da reiñ un ton evit ar bladenn. Strolladoù gant muzisianed deus Breizh a sen muzik deus a-bell vro, hag a zo liammet a-bell pe a-dost da gaoz ar repuidi. Gaby a ginnig deomp un toullad deus ar strolladoù-se ha Chantal Lemoine a gaoze deomp deus al labour kaset gant ar CSSP.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Erwan Blanchard deus Arvorig FM e Landerne.
E pennad-kaoz ar sizhun e ro Enora Molac ar gaoz da gCamille, ezel deus ar gevredigezh "Transparence Chapelle-Neuve" diwar-benn ar goulennoù savet abalamour d'ur raktres sevel ur metanizer war gumun ar Chapel-Nevez er Morbihan.
Kronikenn Loeiz Bellec "Ar hentoù an antroposen" a zo diwar-benn afer ar "Radium girls" er Stadoù Unanet er bloavezhioù 1930.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Amari Famili, Kazut de Tyr, Serendou
Foto : Hervé De Williencourt
Liamm Helloasso CSSP Treger : https://www.helloasso.com/associations/agir-ensemble-contre-le-chomage-a-c-tregor/collectes/participez-a-l-edition-d-un-cd-vendu-au-profit-du-cssp-pour-soutenir-son-action