« N’hon eus ket c’hoant bout an Arvor ! » eme ar strollad Hon Douar e Lokmikaelig
D’ar 27 a viz Gwengolo ‘oa votet a-du gant ar c'huzul-kêr evit goulenn renkadur Lokmikaelig evel « ur gumun touristel ». Ur renkadur-se zo ur seurt label… Ar c'humunioù a c'hell lakaat ho anv evit goulenn ar statud-se. Ema ret doujañ reolennoù zo… Aozañ obererezhioù evit an douristed da skouer. Ma vez roet ar statud-se gant ar prefetioù e vez dalc’het al label-se e-pad 5 bloaz get ur gumun.
Me ar vot-se ne blij ket d’an holl… Ar strollad Hon douar en o-zouez. Kar gallout a rafe mont war gresk ar prizioù gant ar renkadur-se… Dreist-holl prizioù al lojeiz.
Beneat zo ezel eus Hon Douar. Efedoù fall ‘vo war ar gumun ma vehe roet al label-se hervez ar strollad, war al lojeiz, met ivez war tachennoù arall.
Hervez ar c’huzulier-kêr Didier Tangi ema ar vot-se ar bazenn gentañ e-raok ar statud « stasion touristel ». Pezh a rofe gounidoù arc’hant, hervez pezh en doa disklêriet e-pad ar c’huzul-kêr.
Un atersadenn gant Yuna Kojan.