Un Ti ar vro nevez zo bet savet : Ti ar vro Pondi
Ouzhpenn 25 Ti ar vro ‘zo e Breizh…. Ha bremañ ‘vo unan e Bro Pondi !
E Gwened, An Oriant pe e Pluwigner oa dija tiez pe emglevioù… Met mankoud a rae unan e Pondi. Padal ez eus ur bochad kevredigezhioù pe strolladoù a sav darvoudoù e brezhoneg pe e gallaoueg er vro. 40 kevredigezh a gemer pezh e Ti ar vro Bro Pondi dija. Pal ar c’hevredad ‘vo bodañ ha liammañ ar pezh zo groet er vro, trehont harzhoù Pondi Kumuniezh, eus ar Gemened betek Bubri. Pal Ti ar vro Bro Pondi ‘vo da respont da c’houlennoù tud eus ar vro ivez...
Un atersadenn gant Yuna Kojan