en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar Vro, d'al lun 5 a viz Kerzu - 8e30 vintin

Keleier ar Vro, d'al lun 5 a viz Kerzu - 8e30 vintin

10 vloaz zo : ar festoù-noz en Unesco

 

D'ar 5 a viz Kerzu 2012, dek vloaz zo just, e oa bet degemeret ar festoù-noz war renabl glad sevenadurel dizanvezel ar bed gant an Unesco ! war zigarez an deiz-ha-bloaz-mañ selaouomp Nanda hag Ifig Troadeg a gendalc'h da dreuzkas ar glad komzet ha kanet o devoa klevet digant ar re gozh er bloavezhioù 80 ... AMAÑ

 

Kontadennoù e Presbital kozh Landelo

 

Da heul an devezhioù master-klas bet aozet er mizioù tremenet gant ti Douar Alre e oa en em gavet asambles adarre ur strollad tud c'hoant gante reiñ un taolig lañs d'ar c'hontañ e brezhoneg ... AMAÑ

 

Ha da vezañ klevet er c'heleier-mañ en izhpenn :

- Un trec'h evit maouezed stad Iran : dilemet e vo Polis ar buhezegezh

- Keloù deus Kurdistan Siria lec'h m'emañ Lu Turkia o vombeziñ ar Rojava. Manifestadegoù zo bet e Roazhon ha Sant Brieg evit souten ar gurded

- Emañ ospital Gwengamp en arvar adarre : fell a ra d'an ARS serriñ ar sevij surjianerezh hag an ti-gwilioudiñ. 

- Kib ar bed e Katar : un diverradenn deus ar c'hrogadoù zo bet 'pad an dibenn-sizhun. 

 

Keleier kinniget gant Anton Burel

 

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio