Koñsuladez ar Stadoù-Unanet a voe e skolaj-lise Diwan Gwened !
Lidet eo ar pemzektez amerikan er skolaj lise Diwan e Gwened ! Etre an 21 a miz Du hag an 2 a viz Kerzu vo aozet darvoudoù a bep seurt e skolioù akademiezh Roazhon. Savet eo bet ar soñj-se gant ar Rektordi ha koñsul Stadoù Unanet. Ur goñvansion zo bet sinet etre Breizh ha Louiziana. E-pad pemzek devezh vo savet atalieroù, obererezhioù a bep seurt e Breizh neuze !
Evit ar wech kentañ ‘oa degemer aozadur pemzektez Amerika gant skolaj-lise Diwan Gwened.
E antre ar skolaj-lise oe savet bannieloù Breizh e-kichen bannieloù Amerika ar Norzh… Sylvain Deron, ar rener, a zispleg deomp peta oa lakaet e plas evit an devezh dreist-ordinal-se...
Un atersadenn gant Gael an Du, eus Radio Bro Gwened.