Harz-labour e ospital ar Gwir Salver ba Bear
Stanket oa bet antre ospital ar Gwir Salver ba Bear gant un tropad grevisted dec'h. Gant ar sindikajoù Sud ha CGT e oa galvet an dud da herzel gant o labour ur wech ouzhpenn. Teir sizhun zo dija oa bet un devezh diskrog-labour ba'r greizenn ospital e-lec'h ma vez soagnet an dud bresk pe klañv o spered.
Re izel eo pae al labourerien eno peurvuiañ ha startoc'h-startañ al labour war ar pemdez koulskoude, eme ar sindikajoù. Ne vez ket roet trawalc'h a arc'hant gant ar Stad d'an ospitalioù prevez hep pal arc'hantus evel hini Bear. Se zo kaoz e rank kalz labourerien ober eurioù ouzhpenn a-benn skoulmañ an daou benn e fin ar miz... Micherioù diaes o deus, a-fet korf ha spered, ha ne gavont ket normal labourat betek pevar pe bemp ploaz ha tri-ugent evel ma faotfe d'ar gouarnamant...
Selaouomp Daniel Merien, iñfirmier ba ospital Bear. Emañ gant Tomaz Laken.