en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar meurzh 29 a viz Du 2022

Keleier ar vro d'ar meurzh 29 a viz Du 2022

Tud "Breizh enep ar feurmoù-uzin goulennataet gant jañdarmed Pondi

Da heul afer an treniad bet stanket e Sant-Jelan oa bet lakaet pevar den dindan kontroll ar justis met un ugent bennaket all o devoa disklêriet bezañ bet perzh en aksion ivez. Ur vodadeg souten a oa dilun ha dimeurzh ba Pondi. Jo ha Jil, deuet da reiñ un tamm harp, a oa bet aterset gant Yuna Kojan. Pennad-kaoz da selaou AMAÑ.

 

Votadegoù en deskadurezh prevez : evit ma vo anveet da vat ar soubidigezh !

Ul listennad zo kinniget gant Sindikad al Labourerien Gors (STC) e-skeud votadegoù micherel an deskadurezh prevez. Pedet eo mistri-skol ha kelennerien ar prevez (hag ar prevez dindan koñtrad evel Diwan), da votiñ etre ar c'hentañ hag an 8 a viz Kerdu. Pennad-kaoz gant Ghjuvan Petru Luciani, sekretour broadel an STC Deskadurezh ha Dominig Jolived, kelenner brezhoneg e skolaj Jakez Riou Kemper hag en eilvet plas war al listennad. Pennad-kaoz gant Tomaz Laken da selaou AMAÑ. Troidigezh korseg-brezhoneg gant Nolwenn Falezan.

 

Ha da glevout ivez e-barzh ar c'heleier :

- Manifestet e vo herie gant psikiatred an ospitalioù publik

- Kinnig-lezenn dirak ar Vodadenn Vroadel : Diskoulm enkadenn al lojañ ? Chaseal ar re baour...

- Pemp den kondaonet d'ar prizon gant goursez e-skeud ar vanifestadeg enep ar basinoù bras-bras

- Kondaonet ar Stad evit ur "pezh fazi bras" pa n'he deus ket gwarezet awalc'h ur vaouez bet taget gant he c'hamarad bet

- Hudu e vo gouveet diviz al lez-terriñ war afer Vincenzo Vecchi

- Ar Redadeg 2024 a loc'ho deus Plogo hag a arrio e Montroulez !

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio