Ar stignad "Anjela" 'ba Kemper evit stourm a-enep feuslteurioù a-enep ar maouezed!
A-bennarc'hoazh, d'ar 25 a viz Du, e vo an devezh etrevroadel da stourm enep ar feulsterioù graet d'ar maouezed. Disadorn tremenet zo bet manifestadegoù e meur a gêr e bro C'hall, evel e Pariz, e Roazhon pe c'hoazh en Oriant. Meur a zoare a zo da stourm. E Kemper zo ur steuñv ivez da vont enep ar feulster-se. Ur c'homite a vo savet gant ar gumun, ennañ an holl gevredigezhioù a labour war dachenn gwirioù ar minorelezhioù jener.
Lañset vo ivez ur stignad, un dispozitif, anavezet « goulennit Anjela »... Petra eo an dra-se ? Displegadennoù gant Anna-Vari Chapalan, an eil-vaerez e Kemper en karg deus an ingalded maouezed-gwazed. Bez emañ deus mikro Morgan Bramoulle en Radio Kerne.
Poltred: OF