Manifestadeg istorel e Roazhon da c'houlenn kaout gallaoueg war ar mediaoù foran !
Ur vanifestadeg istorel a zo bet dalc'het e Roazhon disadorn : ur vodadeg da c'houlenn kaout muioc'h a c'hallaoueg e buhez foran Breizh-Uhel. Ar strollad nevez krouet « Du gallo en Bertègne » an hini eo a c'halve d'en em gavout e Roazhon. Savet oa bet « Du gallo en Bertègne » un nebeut mizioù 'zo, goude ma oa bet sinet an emglev Stad-Rannvro nevez evit yezhoù Breizh. Kar disingal eo ar pezh a vez prometet en ennañ evit ar brezhoneg hag ar pezh a vez prometet evit ar gallaoueg. Lakaet eo da skouer e vo an holl banneloù lec'h e Breizh en div-yezh galleg-brezhoneg, met hep ober anv deus ar gallaoueg, pa vefe evit anvioù kumunioù Breizh-Uhel zoken.
Met disadorn e oa deus plas ar gallaoueg er mediaoù foran e oa graet anv. Kar ma vez treut ar puriñ evit ar brezhoneg war Frañs3 Breizh ha war Frañs Bleu, n'eus ket netra ebet a vez produet e gallaoueg.
Disadorn neuze, e voe bet un 70 den bennak dirag savadurioù ar chadennoù tele ha radio publik e Roazhon. Anton Aguesse-Breteche, deus ar strollad « Du gallo en Bertègne », an oe kemeret ar gaoz e gallaoueg dirag Frañs3 Breizh ha FrañsBleu Armorique.
Faot a ra da zifennerien ha difennerezed ar gallaoueg lakaat sklaer memes tra, ne vez ket graet ar stourm evit ar gallaoueg en desped d'an hini evit ar brezhoneg. Evel Anton, Fabien, Vasili ha Maelig, e vez e Breizh Uhel alies ar memes tud o teskiñ ar mod da gomz gallaoueg ha brezhoneg, hag o tifenn o gwirioù o-div.
Anton Aguesse-Breteche, Fabien Lecuyer, Vasili Moreau-Mioseg ha Maelig, aterset gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.