en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Yaouankaat "ar Rannoù" : Gant tud yaouank zo bet skrivet o rannoù dezho !

Yaouankaat "ar Rannoù" : Gant tud yaouank zo bet skrivet o rannoù dezho !

Pegen kozh eo ar ganaouenn « Ar Rannoù » ? Ha ken kozh eo ha mare an drouizhed evel ma lâre ar beskont Kervarker p'en oe embannet « Barzaz Breizh » ? Den ne oar.

Met yaouankaat a c'hellont ober atav ! Gant tud yaouank bro Gemper zo bet skrivet o rannoù dezho o-unan. Ar skrivagnerez Loeiza an Duigou a zo bet e klasoù brezhoneg skolioù, skolajoù ha liseoù Kemper, da sikour anezho da skrivañ, diwar skouer « Gouesperoù ar Raned ». Ha boemus disoc'h o labour, evel hini klasad termen divyezhek al lise Brizeux. Pep hini deus ar c'hlasad 'n eus skrivet ur rann, war ur sujed dibabet gantañ pe ganti.

Ar memes labour a zo bet kaset gant bugale ur skol kentañ derez Diwan e Kemper, ha skolajidi skolaj divyezhek Brizeux. Disoc'h o labour skrivañ a zo bet embannet e stumm paper, en ul levrig hag a c'heller kaovut e rouedad mediaouegoù Kemper Breizh Izel.

 

Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, hag a zo bet o welet liseidi klas termen brezhoneg al lise Brizeug e Kemper.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio