Sinet live 3 ar garta "Ya d'ar brezhoneg" gant kêr Pondi !
Gant Pondi zo bet sinet live 3 ar garta « Ya d’ar brezhoneg ».
E 2001 oa lakaet e plas ar garta-se gant Ofis publik ar brezhoneg. Digwener paseet ‘oa pennoù an Ofis, ar guzulierez departamant Soizic Perrault, ha maerez Pondi Christine ar Strad, e Pondi, evit sinañ ar garta. Bugale skol Diwan Pondi ‘oa aze ivez, un arouez eus treuzkas ar brezhoneg er vro.
36 obererezh ‘vo da dizhout gant ti-kêr Pondi betek 2025, da zoujañ da live 3 ar garta… Selaouomp Paul Molac diouzhtu, e penn Ofis Publik ar Brezhoneg.
Un atersadenn gant Yuna Kojan.