Kallag : ur fest-deiz enep an tu dehoù pellañ
Disadorn e Kallag ‘oa 350 den eus an tu-dehoù pellañ o vodañ enep ar raktres « Horizon », da zegemer divroidi. Enep bodadeg an tu-dehoù pellañ ‘oa aozet ur pred hag ur fest-deiz. 600 ha 700 den oa amañ, hervez an archerion.
Ur miz-hanter ‘zo oa savet ur vodadeg enep an tu dehoù pellañ e Kallag. Met ar wech mañ oa aozet ur pred hag ur fest-deiz. Ur galv savet gant sindikadoù, evel Solidaire, CGT hag FSU… Gant strolladoù evel « Collectif de vigilance antifasciste », ha strolladoù politikel, evel War sav.
A-benn ar fin an darvoud-se oa aozet evit stourm enep an tu-dehoù pellañ dreist-holl.
Selaomp Anne Koadig, eus unvaniezh ar sindikadoù Solidaire.
Un atersadenn gant Yuna Kojan.