en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kuzul ar brezhoneg 'zo 'ba penn an embann e brezhoneg !

Kuzul ar brezhoneg 'zo 'ba penn an embann e brezhoneg !

Echu eo Gouel al Levrioù e Breizh. Ret e vo d’an dud a zo plijet bras gant al levrioù gortoz ur bloaz a-raok gellout dizoleiñ oberennoù nevez skrivet. Un digarez eo neuze d'ober un tamm bilañs deus ar saloñs gant aktour brasañ ar festival : Kuzul ar brezhoneg. Bodet ez eus er gevredigezh tiez-embann brezhonek evel Al liamm, An Alarc’h, Sav heol pe c'hoazh Timilenn. Anton Burel zo bet, neuze, o c’houlennata Magali Baron deus Kuzul ar brezhoneg evit gouzout penaos eo tremenet ar saloñs evit ar gevredigezh.

 

M'ho peus ket gellout mont d'ar saloñs pe ma faot deoc’h prenañ levrioù all, e vo dalc'het saloñs al levrioù e Plistin e-kerzh an dibenn sizhun-mañ e Bro-Dreger. Ha e-kerzh an dibenn-sizhun war lerc'h, d’an naontek ha d’an ugent a viz Du, e vo saloñs al Levrioù e Gwenrann e Bro Naoned.

 

Un atersadenn gant Anton Burel

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio