Kentañ priz al levrioù diwar-benn istor Breizh !
Betek bremañ ne oa priz ebet da lakaat war wel al levrioù a vez embannet bep bloaz diwar-benn istor Breizh. Se zo kaoz eo en em lakaet asambles BCD-Sevenadurioù, Gouel al levrioù en Breizh hag ar Poher Hebdo da grouiñ priz al levrioù diwar-benn istor Breizh. Hennezh a oa bet roet disul e-skeud saloñs Karaez...
Gant levr Krystel Gualdé an hini eo e oa aet ar maout ! Honnezh eo renerez skiantel mirdi istor Kastell duked Breizh. He levr, anvet L'abîme, a gomz deus perzh Naoned ba koñvers an Atlantel hag ar sklaverezh er c'holonioù. Kar bet eo "kêr an duked" ar c'hentañ porzh morianeta er Frañs. Ur bajenn deñval deus istor Breizh en 18vet ha 19vet kantved... Penaos e oa bet graet an dibab ? Displegadennoù gant Erwan Chartier, deus ar Poher ha Tudi Kernalegenn, rener BCD.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken.